Ar bloaz-mañ eo a gevret gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC-KEBK) e kinnigo Deus'ta ! ur brezegenn heuliet gant un diviz. Arc'helenn divyezhek 'vo tem preder an nozvezh.
D'ar yaou 17 a viz Here adalek 8e noz e Skol Veur Segalen, e teuio daou enklasker eus Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek ha tri c'helenner divyezhek da reiñ o zisplegadennoù.
Raktresoù tud ar vugale 'vo danvez prezegenn Catherine Adam : peseurt abegoù a gas ar familhoù betek enskrivañ o bugale e skolioù divyezhek ?
Peseurt brezhonegoù a vez treuzkaset gant an hentennoù divyezhek ? a zielfenno Erwan Le Pipec.
Dont a raio ivez tri c'helenner divyezhek eus DivYezh ha Diwan da zegas o skiant - prenet evit klokaat an eskemmoù hag a vo buhezet gant Jean-Yves Le Disez.

Adalek 6 eur noz e c'hello an dud dedennet mont da weladenniñ an diskouezadeg «Le fin fonds du CRBC» gant displegadennoù ur c'helenner, e levraoueg ar Greizenn.