Perynn & Elise

Div vuzisianez eo Perynn & Elise. Kinnig a reont ur strobad kanaouennoù nevez skrivet e brezhoneg.

Perynn, o kanañ, a gustum sevel an darn vrasañ eus an oberennoù, a-raok diskouez anezho da Elise.

Evit klokaat an tonioù e vez kempennet anezho e doare jazz gant Elise, ouzh ar piano. Ijin a vez kalz ganti ouzh he benveg, arzourez barrek ma'z eus unan.

E bed an div ganerez ez eo bev mat ar c'hempouez mouezhioù, o timeziñ gant plijadur an daou diston anezho.

Degas a ra tamm ha tamm Perynn hag Elise ar selaouer war-zu ur jazz heoliek ha leun a zouster.

Ur roll-kanaouennoù afeson evit ar c'hlevioù a-dost !