Tiny Feet

Arzourez a Vrest, o vezañ pignet war al leurenn da gentañ e Raozhon, TINY FEET a gan bremañ e saozneg hag e brezhoneg, deuet eo he eil pladenn er maez « As An End To Death » en diskar-amzer 2017.

'Vel ur valeadenn 'lec'h ma tarder a-wechoù evit dañsal, e vezer splujet un tammig muioc'h adarre gant ar bladenn nevez-se en un en-dro dreistordinal, tostoc'h ouzh gwir strafuilh eget ouzh mousc'hoarzhoù faos.

Bep tro e ranker : mont-tre 'barzh ar sioulder hep bezañ re daer gantañ .