plantec

Gant ur plas abouez war al leurennoù breizhek a-vremañ, en deus Plantec gouezet abaoe ar 15 bloavezh tremenet diazezañ e sell divoutin ouzh ar Fest-Noz, o tont a-benn da reneveziñ dizehan e en-dro.

O kemmeskañ ritmoù kreñv an dañs gant tonioù skañv ha strobinellus, o deus Yannick hag Odran krouet un doare dibar, enno sonerezhioù o tennañ d'ar c'hlevioù sioul, tredanel pe elektronek.

Kontakt, eizhvet pladenn ar strollad deuet er maez e miz Here 2015, enni 13 tamm sonerezh, arouez ur vro, Breizh, hep harzoù, a ginnigo dezho un droiad a 70 deiziad dre Europa met ivez er Japan hag en Togo.

Abaoe 2016, e tiskouez Plantec skeudennoù leurenn war eeun (mapping) o treuzfeurmiñ penn-da-benn an en-dro en ur bed ijinus ha diamzeriet.

E 2018, e teue ur CD/DVD er maez, o liammañ Fest-Noz, dañs, ha skignoù video, e kreiz brasañ festival keltiek ar bed.