'Ndiaz

Gant ur skiant-prenet pinvidik, frammet mat er festoù-noz, e tiskouez splann ar pevar mignon o mennozh eus an treant gant ur sonerezh da zañsal, digor war ar bed ;

blaz ar Reter, o tont eus Liban ha Turkia, a glever gant trompilh Youn Kamm. Awenet eo Yann Le Corre gant ar forrò brazilian.

Pinvidikaet en deus Jérôme Kerihuel edeknik implij binvioù-stekiñ. Timothée Ar Bour a lak e sakso da daskrenañ 'vel un taragot roumanek.

Diazezet war an dañsoù ront, en dremmwel, sonerezhioù pobl ar bed, hag an ijin 'vel linenn dec'hout, sevel a ra 'Ndiaz ur sonerezh daoubennek, unan divroet aet war-zu broioù all da glask an doare evit eoriañ gwelloc'h amañ.