Tekmao

Ar rekipe ?

Kemerit, da skouer, un dañs fisel fresk mat, (ma ne gavoc'h ket, savit unan 'ta). Dalc'hit anezhañ er freskder evit diwezhatoc'h.

Prientit ur c'hick/offbeat tekno a-feson (doare « poum tchack, poum tchack »)
Lakait anezhañ da fritañ gant un nebeud synthe uhelbintet, ouzhpennit un nebeud efedoù, hag evel-just un dasennad mat a vinvioù-stekiñ. Arabat ankounac'haat ar siloù nag al lipouserezhioù.

=> Ober a raio neuze ul lipig tekno saourus, fardet er gêr.

Laoskit da dommañ sioul. (3 eurvezh da nebeutañ) Tennit an dañs plinn eus ar yenerezh, ouzhpennit ar bombard hag ar biniou bras, evit reiñ da soñj d'ho tivskouarn blazioù ar vro.

Lakait c'hoazh 300gr beatbox (pe muioc'h hervez an degouezhioù). Strollit pep tra en ho plad ha troit gant nerzh bep hanter-eurvezh.

Servijit mesket war eeun, dirak ho kouvidi sebe- zet !
Kontit ivez war selaouerien startijennus, un nebeud evajoù dibabet mat, graet e vo ar peurrest gant Tekmao !