Beilhadeg Vrezhonek

Kalzik a vrezhonegerien o vezañ konterien, kanerien pe sonerien a-feson, a anavezer e korn bro Vrest. Anat e oa deomp e rankemp lakaat war wel tachennoù disheñvel hor sevenadur o bodañ anezho. Ar stumm gwellañ a oa ur veilhadeg : kinniget e vo neuze d'ar yaou 24 a viz Here e selaouva ar Gapusined etre 8e30 noz hag 11e noz. C'hoarzhadennoù ha plijadur da gaout !