Yoann NEDELEG Noz Project

Diwar ginnig ar Gouel Yaouank 2016 e oa bet savet ar strollad. En-dro d’e bib-ilin en devoa bodet
Yoann an Nedeleg muzisianed en doa bet so net ganto dija araok (er strollad post-rock Skaramaka end-eeun) :
Martin Chapron gant ar gitar tredan, Dylan James gant ar gitar boud hag ar gourrebed boud,
Hoppi Hopkins gant tamboulinoù eus ar bed holl, Gweltaz Herve gant ar saksofonoù soprano hag alto.

Ral awalc’h eo c’hoazh klevet dañsoù eus Breizh sonet gant ar biniou-ilin.

Souezhet e vezoc’h o klevet an tonioù savet gant Yoann koulz hag ar re en deus desket en e familh
(hini ar soner Yann Peron), ar mod ma kas anezho en-dro en ur zoujañ d’ar broioù hengounel,
koulz ha gant son e strollad.

Komandiñ a raio d’ho treid stekiñ war al leur gant lusk ha d’ho pennoù nijal war ar memes tro.