Forzh Penaos

  E 1993 a zo en em gavet asambles 6 soner a VreizhIzel evit krouiñ Forzh enaos.
Gouestlet o deus o sonerezh d’an dañs. Kinnig a ra ar strollad un dibab tonioù,
lod anezho bet difoupet a-zindan ar boultrenn ha lod all tonioù ijinet gant izili ar strollad.

Meskaj ar binvioù a bep seurt ha bed sonerezh pep soner a zegas ul liv nevez ha dibar d’ar strollad,
gouest da dreuzkas hengoun sonerezh breton war-bouez avel an amzer a hiziv.