STARTIJENN

Emañ Startijenn (energiezh e brezhoneg) o sunañ ingal en he gwrizioù an en-
ergiezh ret evit ezteurel ur son kreñv, efedus hag a-vremañ.

Abaoe an deroù e 1997, pa ne oa ket 13 vloaz c’hoazh an izili savet ganto ar strollad,
e fell da Startijenn kas ur c’hefridi da benn, lakaat da skrijañ festoù-noz ha koñsertoù
e Breizh, e Bro C’hall hag en estren vro.

Ar skipailh-se, pemp muzisian ennañ,o c’hoari war un dro gant binvioù hengounel
(bombard, binioù, uilleann-pipes hag akordeon diatonik)
ha gant binvioù da zegas ritm (bassenn ha gitar) a ginnig dre sonerezhioù kempennet ganto,
muzik a-Vreizh bev mat.

Ar mennozh o vezañ : tennañ gounid eus an nerzh o sevel en emgavioù
poblel, pa vez an dañs hag ar sonerezh a-unan evit krouiñ ur birvilh a-stroll.