Jean-Luc Roudaut

Un arzhour, denelour ma 'z eus unan,  liesdonezonoù ennañ, eo Jean-Luk Roudaut.
En e ganaouennoù e komz diwar-benn an doujañs, gwarez an natur, ar mor...

Drol e c'hellont bezañ ivez pa gan istorioù loened evit ar vugale,
met ivez leun a varzhoniezh pe c'hoazh hengounel.

Kanañ a ra e galleg hag e brezhoneg hag e pourmen ar ritmoù etre sonerezhioù ar bed,
sonerezh a Vreizh, reggae pe tekno. Hiziv an deiz e ra kalz a berzh diavaez Breizh met ivez diavaez harzoù ar vugaleaj.