KRISMENN & ALEM

Un erv dezhañ e unan en deus toullet Krismenn.
Ganet diwar ar gwerzh hag ar c’han ha diskan, ez eo war-zu
ar sevel tonioù ha testennoù e brezhoneg en deus en em roet
o lakaat ar yezh da dregerniñ ‘vel n’eo gwech ebet graet en a-raok.

D’an oad a 35 bloaz, goude bezañ c’hoariet war al leurenn asamblez
gant sonerien oc’h implij binvioù klevedel pe an human-beatbox hag
o vezañ anavezet mat war an dachenn etrevroadel, en doa Krismenn
savet ur bladenn gentañ gwall hardizh o veskañ rap ha kanaouennoù,
sonerezhioù elektronek, field-recording ha binvioù klevedel .

Poltredoù un tamm douar dilezet, kejadennoù dic’hortoz ha barzhoniezh iskis,
en album nevez-mañ e kaver livadenn deñval hag huñvreidik ur C’hreiz-Breizh
‘lec’h ma klask an dud disteraet ar varzhoniezh en disterañ tra a chom eno.