Yann TIERSEN

Eürus ar re a zo bet awenet gant Enez Eusa, Yann Tiersen en o zouez, da heul ur veaj a ouzhpenn ugent vloaz.

Gant e bladenn ziwezhañ, enni sonerezh piano nemeken, EUSA (anv an enezenn e brezhoneg), en deus ar Brestad adkavet nerzh, o reiñ d’e skritur glanded ar strink ha troc’h an diamant.

Setu amañ penaos en em ginnig, eñ e-unan, war al leurenn : hep kinkladur met savet gantañ un oberenn binvidik he deus lammet dreist an harzoù, eus e garantezioù simpl kentañ d’an tonioù pop ha d’an enklaskoù ad-rock.

O tistreiñ da Vrest, e kinnigo Yann Tiersen d’e selaouerien ur veaj e-kreizig-kreiz e awen a ziwan e Breizh ha dreist-holl e Eusa, pep tamm sonerezh c’hoariet o vezañ liammet gant ul lec’h resis eus an enezenn, ‘vel ur gwir gartenn sonerezhel.

Un abadenn dreistordinal a vo kinniget gantañ er Gapusined, a-dra-sur.