Arvest

Abaoe e grouidigezh e 2000, n’eo ket ehanet ARVEST da glask tachennoù nevez etre
sonerezh da zañsal ha kanaouennoù rock-elektro. Ur meskaj ijinus a sonioù gitar,
programadur ha »kan ha diskan » a vez klasket krouiñ gant ar strollad dibar-se.
« diliamm » eo anv pemvet pladenn ARVEST. Ur son nevez evit ar strollad
dreistordinal war leurennoù a-vremañ e Breizh. Div vouezh (YVES JEGO & YANN
RAOUL) ha div gitar (DAVID ER PORH & NICOLAS KERVAZO) en em vesk en ur bed
pop rock elektro, nerzhus ha strobellus, o kas ac’hanomp en dañs !