Breton Thepault

Brezhonegerien a-vihanik anezho, e anavez ar ganerien kan-ha-diskan-mañ ker koulz renabl ar c’hanoù fest-noz hag hini ar bagadoù evit Gwenole Breton – ezel eus Bagad Bro an Aberioù – hag ar c’hanoù sakr evit Mael Thepault – ezel eus Al Lazkanañ-.
Daouad kan-ha-diskan Gwenole Breton ha Mael Thepault zo aet war-raok da heul ar festoù-noz amañ hag ahont e karrdioù bro Leon. Dont a raio da Deus’ta gant un dastumad kanoù e brezhoneg hag e galleg o tont eus Breizh a-bezh.