Gwennyn

Gwennyn a zoug enni ur flammenn grouer, arzel, hollvedel, o tiazezañ pinvidigezh
idantelezh ha sevenadur Breizh, lidet ganti kement en he albomoù eget war al
leurenn. O treiñ ingal er bed a-bezh abaoe ouzhpenn 10 vloaz ( Alamagn, Spagn,
Skos, Portugal, Suis, Brazil, Vietnam, Singapour…), kinnig a ra Gwennyn en droiad-
mañ kanaouennoù he c’hwec’hvet pladenn-studio « Immram » Odyssea (deuet er
maez d’ar 7 a viz Mae 2021). Goude bezañ bet er Francofolies e miz Gouere 2022 e
vo Gwennyn er Gapusined e Brest d’ar 6 a viz Du a zeu.