Modkozmik

Savet an triad MODKOZMIK gant muzisianed yaouank oberiant war leurenn sonerezh Breizh a-vremañ (Nâtah Big Band, L’haridon/Nedelec, Bitraak, Taouk Trio, Kreiz-Breizh Akademi 7…).
E miz Even 2017, o deus Yann-Ewen L’HARIDON, Louri DERRIEN ha Clément DALLOT divizet krouiñ un triad sonerien festoù-noz o tegas ar selaouerien war-zu energiezh ar maezioù hag ur groove don. A-wechoù e tiviz asamblez an drompilh hag ar sakso ‘vel ur c’houblad sonerien, a-wechoù all e tougen unan an eil o kenteuziñ e sonioù an touchennaouegoù pennek. Pa erru ar c’han, e vezer paket gantañ hag an holl en dañs a bazioù sur… Ganedigezh ur groove eus ar maezioù hag a strink !
 
Modkozmik :  
Yann-Ewen L’Haridon: Sakso, Kan /  Saxophones, Chant 
Louri Derrien: Trompilh, Kan / Trompette, Chant 
Clément Dallot: Touchennaouegoù / Claviers