O'Tridal

Triad ijinus ha dreistordinal, O’Tridal a zo deuet, dindan nebeutoc’h evit tri bloaz, da vezañ brudet mat e bed ar sonerien a Vreizh. Awenet gant sonerezh ar vro, e chom e izili digor bras da reoù anavezet war o hentoù liesseurt.
Strollad taboulinoù dibar Kentin Juillard, gitaroù awenet Thibault Niobé, fleütoù ha biniaoù Yeltaz Guenneau a vez maget laouen gant o back-ground folk-rock, gant o skiant-prenet pinvidik er bagadoù ha gant o c’henlabourioù niverus.
Kement a aotreoù evit un tremen-hent davet ul lec’h all troet ingal war-zu sonerezh ar vro hag a-vremañ, diavaez ar gizioù hag an normoù reut, peogwir bev !

O’Tridal :
Yeltaz Guenneau : fleüt, uilleann-pipes / flûte, uilleann-pipes
Kentin Juillard : taboulinoù / percussions
Thibault Niobé : gitaroù / guitares