Pichard vincendeau

Souezhet e voc’h gant eil pladenn Willy ha Stevan ! Awenet gant o eskemmoù
sonerezhel e Breizh hag en estrenvro o deus skrivet ur sonerezh dreistordinal, o
reiñ ton d’o c’hoantoù don : disoñjal an doareoù klasel ha sevel ur rollad korfet mat
ha nevez. Kavet e vez melodiennoù padus, gwriziennet e ritm anavezet an daouad.
Pa vez entanet o c’hoadoù e klever luskadoù hoalus ha gouez gant an daou soner.
Estonet e vezer o selaou an tonioù nevez ha darnijellus kinniget ganto, o tieubiñ hor
ijin hag hor c’horfoù.

Willy Pichard : vielle à roue
Stevan Vincendeau : accordéon diatonique