Trio EDF

Kinnig deomp e arvest « War hent ar brud » a raio triad Patrick Ewen, Gerard
Delahaye ha Melaine Favennec.
Akoustik tarzhus, dastumad teiryezhek, folk drant… ha tredanek war un dro.
An tri aktour mil anavezet war leurennoù Breizh o deus divizet en em gavout
asambles gant o arvesterien evit ranañ ur frapag gouel ha c’hoari. Liv ar fest hag ar
from war o c’hoari, gouest da vodañ an holl rummadoù tud gant testennoù a-
vremañ, e kinnig an triad Ewen, Delahaye ha Favennec un arvest fromus, dic’hortoz
ha liesseurt. Anavezet mat dindan al lezanv « Triad EDF », brudet mat er vro, e oar
an tri c’hañfard lakaat denelezh, c’hwekter ha fent divuzul en o c’hoari, hag ar
startijenn dispaket ganto war al leurenn a ro dezho ur plas eus ar c’hentañ e bed an
arvestoù e Breizh ha pelloc’h c’hoazh. A-dra-sur ez eo an tri c’heneil ken barrek an
eil hag egile war ar c’han, ar gitar hag ar violin.