BEAT BOUET TRIO

Ijinit ‘ta… Ur bal breizhad, mesket get rap US ha kanaouennoù stourm kreñv…
Nag ur brav a huñvre, n’eo ket?
Evit komprenn labour Beat Bouet Trop e c’heller distreiñ d’ar bleadoù 90, àr maezioù Ploermel.
Azezoù foñs ar c’hirri-boutin a oa berpet okupet get ar mem re. Trouz ‘veze graet gete, selaou a raent doc’h NTM & Eminem, istoerioù digredabl a veze kontet gete. Gint ‘gomze a vobilett, merc’hed, graff hag hip-hop, e galleg pe e patois. Eh ya, ker an 3 se a zeue ag ar maezioù hag ur langach dezhe o unan o doa, etre gallaoueg, galleg hag « US englich ».
Tud deuet oent er bleadoù 2000. Kresket int (pas beteg re ur seurt!) ha setu penaos int deuet de vout sonerion a vicher. Kanennoù desket get o fepe ‘vez kaset gete, met àr ur sonerezh hip-hop pe raggamufin. B-Key a sen akordeoñ, T Burt a ra human beat box ha Faya Gur a gan, evit kas ur bal hip-poblek dibar, plijus evit ar re grenn hag ar re vunut.
Ne veze ket graet traoù dister e karr-boutin ar skol.