DIXIT

Dixit a c’hoari gant sonerezh hengounel Breizh ken ma teu da vezañ ur perzh deus e identelezh. Ur beñvegaoueg dibar, startijenn, freskor. Lavarenn ur sevenadur oc’h en em dreiñ dibaouez eo, ur binvidigezh livioù a vez furchet gant ar sonerezed. Adkavit Sterenn Toscer ouzh ar c’han hag ar violoñs, Klervi Piel ouzh ar vombard hag ar bason, ha Morgane Grégory ouzh an delenn amplaet. Un trio dic’hortoz a ritm leurenn nevez Breizh !