Ur pempad e voe etre 1992 ha 1998 o vont hag o tont a-hed hag a-dreuz
Breizh ha betek salioù Pariz. Ugent vloaz war-lerc’h dibenn ar prantad-se e
teu ar strollad en-dro evit un nebeut festoù-noz evit advevañ birvilh
nozvezhioù diroll gant e arvesterien.