KAOLILA

Merc’hed omp d’ar sorserezed n’hor ket deuet a-benn da leskiñ.

Kaolila a ginnig tonioù fromus pe strafuilhus, ganto blaz sall ar strinkadoù -mor, blaz taouarc’hek ar whisky, a-wechoù skrilh

ar grilhigoù-gwez petramant strakoù an tan dindan al lennoù skornet.​

Kanaouennoù skrivet e brezhoneg gant Gege Gwenn, pozhioù lakaet war sonioù krouet ha kempennet gant ar strollad.

Enno e vez enoret ar maouzed, an hini anavezet gant an istor, hini a gaver el levrioù kement hag hini dianavezet mik a weler

er straedoù ha peurliesañ na glever ket.​

Kaolila, ur strollad a bemp maouez, imoret, dirañs, rust ha garv . Ho pediñ a reont dont d’o -heul evit tañva o bed strilhet.