Loig TROËL

Ur mailh war an diatonek gant an dorn dehou
E-unan war al leurenn gant e akordeoñsoù hag e vinvioù programmiñ evit ur fest-noz modern ha strobinellus.
Soner sonaozour hag aozer breizhat eo Loig Troël, kroget da zeskiñ c’hoari akordeoñs diatonek adalek e 4 bloaz hag a-vicher abaoe 1998. Ouzhpenn an akordeoñs e c’hoari taboulinoù, toserezh ha klavieroù ivez.

Tapet en ur gwallzarvoud grevus d’an oad a 6 vloaz, en deus kollet implij e zorn kleiz ; setu m’en deus diorreet ur biziata hag ur stil c’hoari dezhañ e-unan, personnel-kenañ hag aes da anavezout.

Mailhoni ha santerezh e c’hoari akordeoñs en deus kinniget da veur a strollad sonerezh (Skolvan, Diwall, Obis’trio, An Daou zo Tri, hag all…) hag ambrouget un toullad arzourien liesseurt (Jean-Luc Roudaut, Yvon Etienne, ABALIP, Gwenael Kerléo, Steven B. Francis etc…).
Pignet e Loig war leurennoù ar brasañ festivalioù broadel hag etrebroadel eus USA betek Siberia ha kemeret en deus perzh e meur a grouidigezh sonerezhel gant Zani Diabate (rener arzel Barrezh broadel e Mali) da skouer, gant Skolvan & Civica Jazz Band hag Enrico Intra…

Enrollet en deus Loig Troël, hag eñ boas mat ouzh ar studioioù enrollañ, un tregont bennak a albomoù. Setu e dri albom solo : « Came From » e 2013, « Perspectives e 2018 hag « Estrella” e 2022.
Hiziv an deiz, e c’hoari war al leurenn, e-unan pe gant e strollad, o kinnig un dastumad sonaozadurioù world/electro ha sonerezh breizhat da zañsal.