'NDIAZ

Deut mat oc’h e bedoù nevez sonerezh Breizh

Akoustek eo doare ar binvioù e penn kentañ a-raok dont da vezañ ur power quartet a son

evel ur big band spiset mat !

Unan eus strolladoù pennañ leurenn Breizh eo N’Diaz, sonerezh da zañsal, levezonioù mesk

ha mesk, klask a reont sonioù gant binvioù kouevr. Ur startijenn mistr ha lirzhin a darzh.

Degadoù a sonadegoù zo bet graet gant ar strollad, er bed a-bezh, a-hed hag a-dreuz, en

Europa hag Amerika (Kebek, Stadoù-unanet, Brazil). Evit ar gouel ha triderezh ar c’horfoù.

Gant « la Brune», e kemm ar power quartet war-zu ur sonerezh gant muioc’h a dredan, deut

d’he ment. Ar binvioù tos o reiñ plas d’an taboulinoù, efedoù liesseurt war ar binvioù kouevr ha

sikouret e vez an akordeon gant an elektravoks e sonioù boud efedus.

N’Diaz ne baouez ket da nevesaat ha da vont gant erv ur sonerezh gwriziennet don, o vont war-

raok ha brav da zañsal.

Youn Kamm: trompilh. Bet eo gant : Kreiz Breiz Akademi#3, Alambig Electrik, Ibrahim

Maalouf…