Pascal LAMOUR

Un arzour brokus eus Breizh eo Pascal Lamour. Gant al louzeier eo piket e galon ha reiñ a ra da glevet en e sonerezh.
E Breizh, un nor, An Nor a ranker alies mont tre pa selaouer hon istorioù deomp. Va hini a
zigoran evidoc’h, war douaroù keltiek va 16 pladenn hag 11 levr. Entanet on gant ar plantoù, ar
sonerezh, al leurenn, al lennegezh, hag ar yezh brezhoneg. Goude bloavezhioù enklask evel
doktor apotiker ha drouiz, deuet on da vezañ skrivagner ha saver-sonioù : elektro-shaman va
anv.
« Amañ e tiwan ar sklerijenn diwar an deñvalijenn. Sklaeraat a ra an holl hentoù, zoken ar re
gammañ. Un droiad war-zu ar bed holl. »