STARTIJENN

Dindan ur gouloù nevez-flamm ha dic’hortoz-krenn ec’h en em ziskouez amañ strollad ardamezus an treant mod Breizh. Ha brav-eston e teu gantañ pa zeu a-benn da gas da benn taolioù-arnod en ur chom troet war-zu ur publik ledan. Kemer a ra perzh gant livioù lemm, en e vod dezhañ e-unan, e identelezh sonerezh Breizh a-vremañ.

Un tenn-anal a ra Startijenn, ha chom da huñvreal, ha kinnig TALM UR GALON.

Aozadennoù dibar, kizidik ha froumus, ur meskaj etre sonerezh a-vremañ ha sonerezh a-gozh.

Tonioù melkonius hag a dizh kalon an den en ur lakaat e drivliadoù don da zasseniñ. Pedadennoù birvidik d’un treant diroll.

Ul line-up solut, binviji hengounel (bombard, binioù, pib-ilin, akordeoñs diatonek) o seniñ war un diazez lusk nerzhus, ennañ startijenn ar rock (gitar-boud ha gitar).

Sonerien eztaolus ha frank o doareoù da seniñ ha da gizellañ kempennadurioù nevez diwar sonlivioù anavezet.

A-wechoù e teu ur vouezh da chuchuiñ, da hedata, da darzhañ en ur yezh a-sko, bev ha krouus.Gant un talm XXL eo lusket an arvest nevez-mañ, ur gwir respont a-berzh an arzourien- mañ ouzh ur bed oc’h en em stardañ warnañ e-unan.

Youenn Roue : bombard & kan

Lionel Le Page : binioù & uilleann-pipes

Tangi Le Gall-Carré : akordeoñs diatonek

Tangi Oillo : gitar

Julien Stévenin : gitar-boud