Festig

Ur festig (fest-deiz evit ar vugale) a vo aozet d’ar sul 6 etre 12e ha 12e30 e sal vras ar
Gapusined. Ar strollad Plijadur, renet gant Yannig Coiron, ha sonerien ar vro bet er
skolioù da skoazellañ an deskiñ dañsal d’ar vugale a gaso ar fest-deiz en-dro !
An holl vugale a zo pedet da zont da zañsal ha da gaout plijadur asamblez ! Sikouret
e vint gant dañserien, anavezet ganto peogwir int bet er skolioù ivez da zeskiñ dezho
koroll abaoe penn kentañ ar bloavezh-skol (izili Dañserien Brest, Dañsal e Gwital,
Skolpad Lokournan, ASPTT Brest).