Kinniget e vez peadra da zebriñ ha da evañ, krampouezh sall ha dous en o zouez evel-just.
Gallout a reoc’h tañva anezho ouzh taolioù ha kadorioù a vo staliet en un dachenn vras.
Un tavarn, gant bier Korev, dour, chig frouezh, soda, gwin, chistr…
Restaolet eo ar gwerennoù (1 euro).
Kinniget e vez un feunteun dout digoust a-he ar festival gant Eau du Ponant.
Ouzhpenn ar sonadegoù e vo kinniget liesseurt traoù : stalioù, c’hoarioù Breizh, gouren, kêriadenn ar vugale…
Staliet e vo ur gwiskva evit lezel ho tilhad.
Dre dikedoù e vo paeet pep tra war al lec’h. Ur bilhederezh a vo eno.