Tachennoù an abadennoù

D'AR SADORN

C’hoarioù Breizh – 2e-5e

C’hoarioù Breizh hengounel, kilhoù, bouloù ha paledoù, hep ankounac’haat ar gwezboell, a zo alies kinniget evel ar c’hoari echedoù mod keltiek.
Kilhoù kozh, paledoù war plankenn, patigo (toull ar c’hazh), c’hoari ar rann, birinig, gwezboell.

C’hoariadeg (kilhoù kozh, patigo, ha birinig) eus 3e da 4e.
Profoù evit ar poentoù gwellañ evit bep c’hoari, hag evit ar skipailh 3 c’hoarier gwellañ.
Rummad « bugale » (betek ar CM2), rummad « tud deuet », ha rummad « mesklet ».

C’hoarioù e mod dieub eus 2e da 3e ha eus 4e da 5e.

Gouren – 2e-5e

Stal gouren gant kevredigezh Skol gouren Brest.

Bibliambule – 2e-5e

Levrioù ha c’hoarioù e brezhoneg pe diwar-benn Breizh, da implijout war al lec’h. Hamakoù a vo ! Aozet gant mediaoueg Brest.

D'AR SUL

C’hoarioù Breizh 11e-5e

C’hoarioù e mod dieub.

Stal ar c’hevredigezhioù aozerien – 11e-5e

Skol Diwan Brest, Skolaj Diwan Penn ar Bed, Divyezh, Sked, Magouri moutig.

Tachenn evit ar vugale – 11e-5e

Kinniget gant Louli des bois, ar stal brudet e Brest evit ar produioù evit ar vugale vihan. Evit rannañ amzer etre kerent ha bugale.

Stal Sirk – 1e-4e

Aozet gant Skol arzoù ar sirk. An enskrivadurioù vo war al lec’h, evit 15 den hepken.